23 bloavezh labour stank gant Skol-Uhel ar Vro

23 bloavezh labour stank gant Skol-Uhel ar Vro – Embannet eo bet disklźriadur Skol-Uhel ar Vro e Kazetenn Ofisiel ar 1ań a viz Genver 1982, goude bezań bet disklźriet e Prefeti Il-ha-Gwilen d’an 29 a viz Kerzu 1981.

Raktreset e oa bet krouiń Skol-Uhel ar Vro kalz a-raok, koulskoude. Evit gwir, krouet e oa bet un ensavadur, anvet Kevredigezh Vroadel Breizh, evit ar wech kentań e 1911, diwar intrudu an doktor Reun ar Fur dreist-holl. Hemań, genidik eus Pondi, en doa savet ar gazetenn Le Breton de Paris. Sońjet e oa bet aozań Kevredigezh Vroadel Breizh, gant c’hwec’h akademiezh enni, diwar patrom Ensavadur Frańs mui-pe-vui. Ar skrivagner Charlez ar Govig (deuet da ezel eus an Akademiezh c’hall e 1931) a oa bet ar prezidant kentań anezhi. idn poker

23 bloavezh labour stank gant Skol-Uhel ar Vro

Emvodoł, e stumm banvezioł peurliesań, a oa bet aozet gant Kevredigezh Vroadel Breizh etre 1912 ha 1913. Biskoazh ne oa bet anavezet ent ofisiel, avat, ha da goude ar Brezel-bed kentań ne oa ket mui anezhi… https://www.benchwarmerscoffee.com/

E 1941 e oa bet krouet un eil ensavadur, anvet Framm Keltiek Breizh. 34 c’hevrenn a oa en ensavadur-se ha 200 den a oa ezel anezhań, en o zouez skrivagnerien vrudet, sonaozourien, savourien ha tud pouezus eus buhez sevenadurel hag arzel Breizh. E 1944 ne oa ket mui anezhań, ar pezh a oa c’hoarvezet gant kalzig oberiadurioł bet krouet e Breizh e-pad an Eil-brezel Bed. www.benchwarmerscoffee.com

Adalek 1951 e oa bet adlańset ar raktres evit sevel un Ensavadur Sevenadurel e Breizh gant ar bodad sevenadurel eus Poellgor studiań ha liammań Interestoł Breizh (CELIB). An doktor Gi Vourc’h, haroz ar Frańs Dieub, a oa e penn ar bodad-se. Enskrivet e oa bet e raktres al lezenn-stur evit Breizh met ne reas ket berzh tamm ebet. https://www.benchwarmerscoffee.com/

Pa oa bet krouet ar bodadegoł rannvroel e 1974 evel ma oa bet rakwelet gant lezenn ar 5 a viz Gouere 1972 e oa bet adlańset ar raktres kozh gant ar CELIB. Ur c’hredad studi 75 000 L a oa bet mouezhiet gant Poellgor Armerzhel ha Kevredigezhel ar Rannvro evit raktresań un ensavadur sevenadurel evit Breizh.

Ur pezh danevell a oa bet savet e 1975 goude bezań aozet emvodoł a-leizh evit goulenn kuzul digant atebeien ar c’hevredigezhioł sevenadurel pennań ha digant prezidanted ar skolioł-meur. Da c’houde e oa bet lezet an danevell a-gostez, koulskoude, peogwir ne oa ket douget ar Rannvro gant ar raktres-se.

D’an 9 a viz C’hwevrer 1977, e Ploermael, en doa embannet Valéry Giscard d’Estaing en e brezegenn e felle d’ar Stad lakaat ar politikerezh kaset ganti evit ar yezhoł hag ar sevenadurioł rannvroel da cheńch ; kinnig a reas ivez da zilennidi Breizh sevel ur garta sevenadurel ha lavaret en doa sklaer ha splann e vije krouet un Ensavadur Sevenadurel evit Breizh.

Karta Sevenadurel Breizh, bet aozet ha marc’hataet er mizioł goude, a oa bet lakaet e talvoud d’ar 1ań a viz Genver 1978. Setu unan eus krefen gwellań ar garta-se : sellout a rae ar garta-se ouzh 5 departamant Breizh, en o zouez al Liger-Atlantel, a oa bet dispartiet eus ar peurrest eus Breizh evel ma oa bet graet evit tachennoł niverus all da-heul dekred Pétain-Darlan an 30 a viz Mezheven 1941. Biskoazh ne oa bet kavet abeg en dra-se war-lerc’h an Dieubidigezh.

D’ar 5 a viz Mezheven 1978 e oa bet bodet ar C’huzul Sevenadurel evit ar wech kentań, e miz Meurzh 1979 e oa bet krouet Ajańs Teknikel Rannvroel Breizh met ne voe ket krouet Skol-Uhel ar Vro a-raok dibenn 1981.

E-kerzh ar bloavezh 1982 e oa bet goulennet ouzh an holl obererien a gase buhez sevenadurel Breizh war-raok dont da ezel eus an aozadur-se. Emvodoł a-leizh a oa bet aozet e Breizh a-bezh evit digeriń ar 16 kevrenn, an eil war-lerc’h eben, ha da c’houde evit dilenn ur C’huzul Skiantel ha Luskań hag, erfin, ur C’huzul-merań.

Ar senedour Georges Lombard, prezidant Kumuniezh Kumunioł Brest (bet maer Brest ivez) a oa bet prezidant kentań Skol-Uhel ar Vro, etre 1982 ha 1986. Pledet e oa bet gant ar sekretouriezh e-pad ar bloavezh kentań gant Renerezh-rannvro an Aferioł Sevenadurel (an Aotrou rener Michel Bohuon a oa bet un den pouezus da vare savidigezh Skol-Uhel ar Vro ; teńzorer kentań Skol-Uhel ar Vro e oa bet zoken). Ur budjed uhel a-walc’h a oa bet roet gant ar C’huzul-rannvro e 1983 hag enfredet e oa bet ur rener, Bernez an Nail, bet pennsekretour ar CELIB, hag ur sekretourez e miz Meurzh 1983 e Roazhon. Nebeut goude, e miz Gwengolo, e oa bet enfredet ur sekretourez-kontourez ivez. Da gentań-penn e oa bet staliet Skol-Uhel ar Vro e prefeti kozh Il-ha-Gwilen, 3 straed Martenot. War-lerc’h e oa bet bet skipailh-pad Skol-Uhel ar Vro o labourat gant servijoł ar C’huzul-rannvro en Ostel Bizien (arc’heskopti kozh) 3, Tro ar Voudenn ha da c’houde en adraoń ur savadur bihan, zo burevioł ennań, er penn all d’an hent-dall Belfort.

Da c’houde e oa bet staliet e burevioł e tachenn an aferioł Oberthur, 74 F straed Pariz, ha war-lerc’h en ur savadur all, burevioł ennań, en un estaj hag a oa perc’hennet gant ar C’huzul-rannvro hag a veze lodennet gant gant Poellgor Touristerezh Breizh, 1 straed Raoul Ponchon e Roazhon. Aze e oa chomet betek miz Du 2000.

Hiviziken emań Skol-Uhel ar Vro e Gwened, e Kastell an Erminig, ha lidet e oa bet an digoradur anezhań e miz Gouere 2001 gant an Aotrou Josselin de Rohan, prezidant Kuzul-rannvro Breizh.

Seul vui ma veze diorroet obererezhioł Skol-Uhel ar Vro, seul vui e kreske ar skipailh-pad anezhi. En holl e oa bet 14 implijad o labourat gantań (gant ur rener hag ur bennsekretourez, an Itron Annaig Renault) e deroł 1999 (a-raok ma oa bet disrannet diouti Servij ar brezhoneg, ur servij a oa bet krouet ha kaset war-raok gant Skol-Uhel ar Vro hag a zo deuet bremań da vezań Ofis ar Brezhoneg, ur gevredigezh distag anezhi).

Abaoe deroł 2004 emań Skol-Uhel ar Vro dindan renerezh Bernez Jestin ha 6 implijad a labour gantań, en o zouez rener Ti an Istor.

Louella Rodriquez

Back to top