Iwerzhon pe sonerezh an ene (titl all : Selloł eus Iwerzhon)

Iwerzhon pe sonerezh an ene (titl all : Selloł eus Iwerzhon) – Un orogell pe dost eo deuet da vezań ar boemerezh evit Iwerzhon. Koulskoude, diouzh an doare ma vez santet gant pep hini, o tiverkań un tres bennak amań, o vrasaat lod munudoł ahont, e vez savet un neuz nevez d’ar vro, hag a ya en tu-hont da desteni mab-den ha d’al lec’hiadurezh zoken. Tri Breizhad (Yvon Boelle, Jean Hevoche ha Christian Lejalé) ha daou Iwerzhonad (Liam Lyons ha Séamas Daly) a daol ur sell karantezus war an enezenn c’hlas.

Pep hini en e zoare, e gwenn ha du pe e liv, e taolennont ar pezh a vez gwelet gant kalz tud evel Iwerzhon an hunvreoł, gwarezet dre vurzhud. E-kichen al luc’hskeudennoł, e vo kavet skeudennoł romantel ha testennoł berr gant skrivagnerien glasel eus Frańs pe Iwerzhon hag a ziskouez pegen digemm e chom kened an trivliadoł. Danzeet eo bet an diskouezadeg gant ar gevrenn Darempredoł Etrekeltiek hag Etrebroadel eus Skol-Uhel ar Vro hag ar gevredigezh Artus. Produet eo bet gant Skol-Uhel ar Vro ha kaset da benn gant Ajańs Sevenadurel Breizh. pokeridn

Iwerzhon pe sonerezh an ene (titl all : Selloł eus Iwerzhon)
  • Danvez :
    50 panell sonn 80 x 100 cm slot99
    2 banell sonn 100 x 150 cm
    2 banell blaen 100 x 150 cm
    6 stern 30 x 40 cm slot77
    8 panell vihan gant testennoł 30 x 40 cm
    (er stokoł : 16 stern sonn 75 x 60 ; 19 stern sonn 70 x 50 ; 6 stern 30 x 40 ; 24 stern 70 x 50)
  • Doare pakań :
    2 gased 80 x 70 x 35 hari88
    1 c’hased 80 x 50 x 60
    1 c’hased 60 x 70 x 25
  • Priz feurmiń :
    150 € ar sizhun gentań
    90 € ar sizhun war-lerc’h
    380 € ar miz
  • Skigner :
    Skol-Uhel ar Vro, 6 straed an Nor Bostern 56000 Gwened
    Pgz. 02 97 68 31 10