Karta Sevenadurel Breizh 1977

Karta Sevenadurel Breizh 1977 – RAKLAVAR Gant ar Garta-mań eo anavezet, gant ar Stad, Diazezadur Foran Rannvroel Breizh, Kuzulioł-departamant Aodoł-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, ar Mor-Bihan hag al Liger-Atlantel, personelezh sevenadurel Breizh ha grataet ez eus da lakaat anezhi da vleuniań. Ar garta-mań zo diouzh c’hoant annezidi Breizh hag o dilennidi a c’houlenn ma vo doujet d’o identelezh. Ur c’hammed war-raok eo evit ma vo kemeret politikerezh sevenadurel Breizh e karg gant ar Rannvro. Evel-se emań ar garta-mań a-du gant un emdroadur eus ar Stadoł a ya a-du gant ar personelezhioł rannvroel.

Karta Sevenadurel Breizh 1977

Personelezh sevenadurel Breizh zo bet eztaolet bepred en un doare dibar en holl droioł eus ar vuhez sokial. An darempredoł denel, an doareoł ezteuler, an arzoł hag an hengounioł pobl zo aroueziet ganti. Ar brezhoneg zo unan eus hec’h elfennoł diazez. N’hall ket sevenadur Breizh, koulskoude, bezań anezhań ul lavar hengounel pe ur sevenadur pobl a-ziwar ar maez hepken. Ne vefe ket eus ur sevenadur breizhek gwirion ma ne vije ket digor war an diavez ha war an dazont. https://www.queenaantwerp.com/

Pal ar garta-mań eo paouez da enebiń ur sevenadur rannvroel, hag eń bepred pinvidik ha bev, a oa en arvar da chom serret warnań e-unan, hag ur sevenadur ren na ouie ket e oa anezhań re alies. Ar pal eo, gant diferadennoł azas, magań buhez sevenadurel ha sokial ar Rannvro gant elfennoł heverk eus sevenadur Breizh a ranker renabliń, mirout, dielfennań ha diorren war un dro. https://www.queenaantwerp.com/

Pal diferadennoł ar Garta, diwar ar pennaennoł amań a-us ha gant ar c’hoant, da gentań, da suraaat diorroadur ar brezhoneg, ar gallaoueg hag ar sevenadurioł a-ziforc’h stag ouzh ar yezhoł-se, kenkoulz en deskadurezh hag er skingomz-skinwel ; zo : – renabliń, mirout, studiań, ha dielfennań an elfennoł a-ziforc’h a denn da c’hlad sevenadurel Breizh, ha skignań anezho ar muiań ma c’haller, – ober e doare ma vo dalc’het kont eus an elfennoł-mań gant ar rouedad sevenadurel a-bezh, – broudań ha harpań ar vuhez sevenadurel lec’hel pa ne vefe sevenadur bev ebet hepti, – kempouezań an aveadurioł dre ar vro a-bezh, – atizań ha kalonekaat Breizhiz da grouiń oberennoł a bep seurt ha da bep live gant skoazell kevratoł, kaieroł ar c’hargoł, urzhiadoł, skoaziadennoł diouzh an dro, prizioł, keńveriadurioł rannvroel, etrerannvroel hag etrebroadel.

Savet evel-se, ar Garta a anavez dreist pep tra ar strivoł graet gant emsavioł sevenadurel Breizh gant kalon hag emroüsted, hag a fell dezhi reiń d’ar pezh zo anezhań peadra da ziorren ha da greńvaat an ober.

Dedennet eo ar Garta gant ar raktresoł niverus ganet diwar atiz ar rannvro ha kinnig a ra krouiń ur C’huzul Sevenadurel evit Breizh. Ar C’huzul-mań, a vo bodet ennań an obererien bennań a gas sevenadur Breizh war-raok, a c’hallo kinnig an tuadurioł pennań, kenurzhiań an oberoł, reiń un ali d’ar pennadurezhioł e karg eus an arc’hant, ken evit ar pezh a sell ouzh ar mont en-dro ken evit ar pezh a sell ouzh ar postań arc’hant.

An arc’hant ouzhpenn a vo ezhomm evit seveniń ar steuńv-mań zo anavezet e gementad ha dont a ray hanter-hanter gant ar Stad hag an Diazezadur Foran Rannvroel evit ar c’hredoł postań diouzh un tu, ha gant ar Stad hag an Departamantoł evit ar c’hredoł mont en-dro diouzh un tu all. Ouzhpenn ar sammadoł-se e vo arc’hantaouet un tammig gant an aozadurioł degemererien.

Gouestlań a ra ar sinerien enskrivań e-pad pemp bloaz adalek 1978 ar sammadoł ret en o budjedoł, diouzh an dasparzh rakwelet gant ar Garta.

Kemeret e vo an divizoł a sell ouzh ar postadurioł arc’hant gant ar pennadurezhioł kembeliek. Evit ar pezh a sell ouzh ar skoaziadennoł mont en-dro e vo kemeret an divizoł gant ur Poellgor ennań dileuridi eus ar Stad hag eus ar C’huzulioł-departamant.

Gouestlań a ra ar Stad digreizennań he galloud divizout d’al live rannvroel ken evit ar pezh a sell ouzh ar postań arc’hant ken evit ar pezh a sell ouzh ar mont en-dro, o vezań ma’z eo ar Garta ul liamm etre ar Stad hag ar Rannvro.

Kemer a raio perzh ar Stad en Arc’hantaouiń diouzh ar sammadoł mouezhiet bep bloaz gant ar Parlamant e stern budjedoł an departamantoł ministrel a sell outo an oberoł deskrivet er garta-mań.

Ar garta a glot gant an holl obererezhioł dibar a denn da sevenadur Breizh, kelenn brezhoneg da bep live eus ar reizhiad deskiń ha skignań ar sevenadur-mań hag ar yezh-mań.

TITL I

KELENN BREZHONEG HA SEVENADUR BREIZH Ar Gouarnamant a sońj dezhań ez eztaol ar brezhoneg ha sevenadur Breizh un tu eus personelezh don Breizh, a anzav ez eo a bouez anavezout an dalvoudegezh hag an dellegezh anezho.

Gant ar spered-se, evit respont d’an hetoł embannet gant an Diazezadur Foran Rannvroel ha gant Bodadegoł-departamant Breizh, ar Gouarnamant a embann emań savet a-du evit reiń ur plas d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh en deskadurezh a glotfe gant ar pouezuster o deus d’al live denel ha sevenadurel. An dispignoł degaset gant se a vo e karg ar Stad.

1. Kelenn sevenadur Breizh

Kelenn e galleg war pinvidigezhioł sevenadurel Breizh a vo graet en holl doareoł skolioł hag e Breizh a-bezh, e stern ar programmoł nevez savet a-ratozh evit studiań ar pinvidigezhioł lec’hel (obererezhioł dihuniń er skolioł-mamm hag er skolioł kentań derez, istor, douaroniezh, armerzh, lennegezh hag arzouriezh en eil derez). Talvezout a ra an diferadennoł-se ivez evit ar Vro-C’halloł a ranker tennań splet eus ar pinvidigezhioł sevenadurel anezhi.

Evit aesaat lakaat an divizoł-se e pleustr e tiorro Ministrerezh an Deskadurezh e oberoł kenlabourat gant servijoł desevadurel an dielloł. Evel-se e vo krouet teulioł a-ziforc’h, maget gant skouerioł lec’hel, evit ma vo aesoc’h d’ar skolidi anavezout ar pinvidigezhioł sevenadurel. Da c’houde e vo miret ha skignet an teulioł-mań gant skoazell Kreizenn rannvroel an Danvez Kelenn.

2 . – Kelenn brezhoneg en eil derez

Kelenn diret ar brezhoneg a vez lakaet da dalvezout evit ar c’hwec’hvet hag ar pemvet klas.

Kentelioł brezhoneg ha sevenadur Breizh da zibab a vo krouet ha lakaet da dalvezout evit ar c’helc’hiad heńchań (pevare ha trede klas) adalek an distro-skol 1979. Ar c’hentelioł da zibab-se a vo kelennet evel ma vefe un eil yezh vev anezho. Neuze e vint meneget, evel an danvezioł all da zibab, en teuliadoł enskrivań roet d’ar familhoł.

An eurvezhioł kelenn brezhoneg en eil derez a-bezh a vo enlakaet ent reol e servij ar gelennerien youlek, e-pad an eurvezhioł skol e talvoud.

3. – Ar brezhoneg dre zibab er vachelouriezh

Dalc’het eo an arnodenn vrezhoneg diret a zo anezhi hiziv er vachelouriezh.

Ouzhpenn-se e talvezo ar c’hentelioł brezhoneg ha sevenadur Breizh, evel ma’z eo meneget amań a-us, kement hag un eil yezh vev en holl rummadoł ar vachelouriezh.

Evel-se e vo kendalc’het, evit ar skolidi o do dibabet ar c’hentelioł dre zibab-se, kelenn brezhoneg da vat er c’hentań hag en eil kelc’hiad.

4. – Kelenn ar brezhoneg er c’hentań derez

An tańva d’ar brezhoneg a vo diorroet er c’hentań derez e stern an oberezhioł dihuniń, un eurvezh-pad ar sizhun, diwar c’houlenn ar familhoł hag ar c’helenn a vo graet gant skolaerien youlek.

Postoł skolaerien kuzulierien bedagogel a vo krouet tamm-ha-tamm e pep hini eus an departamantoł a sell an dra-se outo, adalek an distro-skol 1978.

5. – Stummań ar gelennerien

A – Aesaet e vo gant Ministrerezh an Deskadurezh stummań ar gelennerien er c’hentań hag en eil derez. Ober a raio, gant diarbennoł dereat, e doare ma vo dalc’het kont eus an ezhommoł renablet. a) er c’hentań derez e vo aozet stajoł war pedagogiezh ar brezhoneg ha sevenadur Breizh evit ar skolaerien youlek, e stern ar Stummań Dibaouez aozet evit ar gelennerien. Aesaet ha diorroet e vo ar stummań war ar brezhoneg er Skolioł-mistri. Pelloc’h, prientet e vo an holl danvez mistri da gelenn sevenadur Breizh e galleg, en holl skolioł-mistri ar vro. b) en eil derez e vo diorroet ar stajoł berr zo dija. Padout a raio ar stajoł tri pe bevar devezh ; lod eus ar stajoł-se a vo studiet sevenadur Breizh enno, lod all a vo studiet brezhoneg enno. Degemeret e vo div wech muioc’h a dud er stajoł-se adalek 1978. c) Evit skoazellań stummań kelennerien ar c’hentań hag an eil derez ez eus bet divizet sevel tamm-ha-tamm ur programm kelennerezh dre lizher a vo meret gant Kreizenn Vroadel an Danvez Kelenn (Kreizenn Vroadel ar Pellgelenn). Arnodet e vo ar programm-mań adalek an distro-skol 1978 e doare ma c’hallo ar reizhiad-se bezań ledanaet adalek an distro-skol 1981.

B – An imbourc’hioł istorel ha sevenadurel a sell ouzh Breizh a vo broudet hag aesaet en deskadurezh uhel ; kenurzhiet e vo ar strivoł bet graet war an dachenn-se dija gant Skolioł-meur Breizh ha diorroet e vint peurgetket.

TITL II

SKIGNAŃ SEVENADURIOŁ BREIZH HAG AR BREZHONEG – SKINGOMZ HA SKINWEL
Ledanaat eztaol sevenadur Breizh hag ar brezhoneg ha skignań anezho dre ar skingomz hag ar skinwel eo unan eus an doareoł da lakaat sevenadur ar rannvro da vleuniań.

Anzav a ra sinerien ar Garta ne c’hallo ket an traoł emdreiń ken buan-se war un hevelep tachenn. Neuze e vo kaset da benn, tamm-ha-tamm, disentezioł ar Garta a denn d’ar skignań.

1) – Skingomz

Adal ma vo sinet ar Garta e vo kresket pad an abadennoł skignet e brezhoneg. Ouzhpenn an div abadenn 10 munut skignet bemdez e brezhoneg dre skingaser Brest-Roc’h Tredudon e vo krouet div abadenn vrezhonek tri c’hard eurvezh bep sizhun (tri c’hard eurvezh adal 1978, tri c’hard eurvezh ouzhpenn e 1979) ; hag int skignet e plas abadennoł gallek. Gallout a raio an abadennoł-se bezań kaset da benn evit al labourerien-douar, ar re yaouank hag ar skolidi dreist-holl ; dre vras e talvezint da gelenn ha skignań ar brezhoneg ha sevenadur Breizh.

Un abadenn 5 munut a vo skignet bemdez e gwenedeg dre skingaser GWENED-Moustoer-Logunec’h.

Dalc’het e vo an abadenn 1 eurvezh skignet bep sizhun er rannvro a-bezh.

2) – Skinwel

Adal ma vo sinet ar Garta e teuio an abadenn vrezhonek 20 munut, hag hi skignet bep pemzektez war div chadenn, da vezań sizhuniek ; gallout a raio bezań ur magazin gouestlet d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh dreist-holl.

Div abadenn a vo skignet e plas an abadenn 1 vunutenn hanter skignet div wech ar sizhun : un abadenn 3 munut hag un abadenn 5 munut. Skignet e vint d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn dres a-raok ar c’heleier skinwel.

War verr dermen, adal ma vo prantadoł amzer dieub war FR 3, abalamour ma ne vo ket mui karget ar c’hevredad-mań da skignań programm TF1 en enderv, e vo kresket niver ha pad an abadennoł brezhonek diouzh an divizoł a vo da gemer e dibenn ar bloaz 1978 ha diouzh ar skiant-prenet tapet pa vo bet lakaet an diferadurioł amań a-us e pleustr.

3) – Poellgor-kuzuliań Rannvroel ar C’hleweled

Poellgor-kuzuliań Rannvroel ar C’hleweled raksellet gant ar mennad 10 eus lezenn ar 7 a viz Eost 1974 a denn d’ar skingomz ha d’ar skinwel a vo lakaet war-sav. Dilennidi lec’hel, dileuridi eus an Diazezadur Foran Rannvroel ha pennoł-bras perzhiekaet a vo er Poellgor-mań, a vo goulennet kuzul digantań evit ar pezh a denn d’ar programmoł skignet gant ar skingomz hag ar skinwel er Rannvro, hag ivez war ar politikerezh heuliet gant diazezadur foran ar skignań a-fet ar staliadurioł da skignań programmoł skingomz ha skinwel er rannvro.

TITL III

GLAD HAG OBEREREZHIOŁ SEVENADUREL Gouestlań a ra sinerien ar Garta ober strivoł e-pad 5 bloaz evit kas glad ha sevenadur Breizh war-raok ha pourchas an arc’hant a vo ezhomm e-pad 5 bloaz ivez evel ma’z eo bet divizet amań a-is.

1) Palioł pennań ar Garta :

Hep lezel a-gostez nep doare eus buhez sevenadurel ar rannvro e tibab sinerien ar Garta aesaat an oberoł a c’hallfed diorren war an tachennoł zo dibar da sevenadur Breizh hag a-gevret e tibabont an amkanioł pennań.

A) Ajańs Teknikel Rannvroel Breizh

Savet ez eus bet un Ajańs Teknikel Rannvroel zo he c’harg : – merań ha kempenn ur parkad dafar a vez prestet d’ar strollegezhioł lec’hel, d’ar c’hevredigezhioł ha d’an aozadurioł a bled gant ar sevenadur ; – skoazellań ent teknikel ; – skoazellań da stummań ar vuhezourien a vicher hag a-youl-vat ; broudań da virout ent bev ar glad (gouelioł, pe skoroł buhezań all) ;- kemer perzh e skignań an teulioł hag ar produioł sevenadurel (pladennoł, kasedigoł, eiladurioł) ;

Krouet e vo gant an Ajańs Teknikel, mar bez ezhomm, un atalier rannvroel evit ar moullań, al luc’hskeudenniń, ar c’heinań hag an neveziń teulioł.

An Ajańs Teknikel Rannvroel zo anezhi ur gevredigezh savet hervez lezenn 1901 hag hervez divizoł a vo da dermeniń en amzer-da-zont. Ar C’huzul-merań anezhi zo ennań 25 ezel, en o zouez 8 dilennad eus ar rannvro hag an departamantoł, 8 dileuriad eus kźrioł pennań ar Rannvro, 8 dileuriad eus ar Stad hag un dileuriad eus ar C’hevredigezhioł Sevenadurel Rannvroel.

Reiń a raio an Ajańs Teknikel Rannvroel keloł eus an obererezhioł kaset da benn ganti d’ar C’huzul Sevenadurel, a vo da grouiń evel ma’z eo bet rakwelet amań dindan. Lakaet e vo dindan gward ar Poellgor etredepartamant, a vo da grouiń ivez evel ma’z eus rakwelet amań dindan.

B) Kevredigezhioł sevenadurel Breizh

Anavezout a ra ar Garta ar roll dalc’het gant kevredigezhioł sevenadurel Breizh hag ivez al lod o deus degaset ar re-se evit kompren gwelloc’h identelezh sevenadurel ar rannvro.

Gouestlań a ra sinerien ar Garta da stankaat o skoazell arc’hant ha teknikel, dreist-holl evit ar c’hevredigezhioł bras a labour war pemp departamant Breizh. Strolladoł a labour war un dachenn lec’heloc’h, evel ar c’hevredigezhioł sevenadurel da live ar broioł, a c’hallo bezań skoazellet evel ar c’hevreadoł bras. Pelloc’h e c’hellor reiń skoaziadennoł da gevredadoł all ha d’ar C’hevredadoł Gouiziek, war dachenn ar c’humunioł peurgetket, pa bledont gant ar c’hudennoł-se.

Ne vo graet diforc’h ebet etre ar sevenadur pobl hag ar sevenadur gouiziek.

Studiet e vo raktresoł ar c’hevredigezhioł gant ar Poellgor etredepartamant hag ar C’huzul Sevenadurel, dezho da reiń o ali, hervez an divizoł displeget izeloc’h.

C) Chapelioł Breizh

Embann a ra sinerien ar Garta ez eo dibar ar glad a c’hoarvez eus an ilizoł, ar chapelioł hag ar c’halvarioł. Adalek ar bloavezh kentań e vo lakaet kredadoł aveiń ouzhpenn evit kas war-raok ur programm da neveziń ar monumantoł-se.

D) Kreizenn studi an annez

Breizh zo enni un arz hag un hengoun dibar evit ar pezh a sell ouzh ar gźraozouriezh, ar savouriezh hag an arrebeurri diabarzh. Kendalc’het ha kresket e vo an enklask war an teir zachenn-mań.

Pled a vo taolet da Greizenn-rannvro Arzoł an ti (CERAM e Kerazan-Loktudi) zo en he c’hefridi anavezout ar mammennoł hengounel eus arzoł an annez e Breizh hag ivez ober un enklask ha kas da benn raktresoł kempred a-fet kźraozouriezh ha savouriezh ha war dachenn arzoł diabarzh an ti.

Kredadoł a vo grataet da CERAM, e stern ar Garta-mań, evit kadarnaat un obererezh kavet skouerius da vestroniań meizadur endro bevań ar Rannvro.

E) Tiez ar vro

Abalamour ma’z a buan da get ar pezh a ya d’ober identelezh sevenadurel Breizh abaoe kantvedoł ez eus bet divizet krouiń kreizennoł enklask, mirout ha treuzkas ar glad sevenadurel, e stumm tiez ar vro a vez graet ekomirdioł, mirdioł pobl pe mirdioł tudoniezh anezho, gant an hevelep spered hag ar pezh a zo bet kaset da benn en Eusa, e Menez Are, er Briver pe e bro an Alre.

Lakaet e vo ur programm e pleustr a-benn sevel tiez ar vro. Ar re-se a vo roet dezho kredadoł aveiń ha mont en-dro, e stern ar Garta-mań.

F) Raktresoł all, evel krouiń mirva rannvroel ar sonerezh, ar c’han hag an dańsoł hengounel, kreizenn deskiń ar sonerezh breizhat ha keltiek, ar c’hampus sonerezh, klasoł ar skolioł-mamm ha kreizennoł ar vugaligoł, a c’hallo bezań sońjet enno war grenn dermen.

G) Skol-Uhel ar Vro

Skol-Uhel ar Vro, hep erlerc’hiań framm ebet, a vo lakaet e plas tamm-ha-tamm. Un aozadur hag un dachenn gejań e vo evit kas da benn studiadennoł, enklaskoł hag oberiadurioł, evit bodań titouroł, roadennoł hag anaoudegezhioł ; gouestlań a raio lakaat disoc’h al labourioł hag ar peadra dastumet gant he servijoł e-kerz holl frammoł sevenadurel Breizh.

Lies e c’hallo tachennoł ober Skol-Uhel ar Vro bezań: – douaroniezh , ekologiezh,- henoniezh ha glad savourel, istor ha skiantoł sokial, – yezhoł ha lennegezh dre gomz pe lennegezh dre skrid (brezhoneg ha gallaoueg), – arzoł, artizanelezh hag eztaol arzel.

Er gennadoł-se : – Skol-Uhel ar Vro a glasko hag a studio elfennoł dibar sevenadur Breizh ha sevel a raio binvioł an anaoudegezh,- teuler a raio evezh ma vo skignet ar muiań ma c’haller disoc’hoł an enklask, – skoazellań a raio ar c’hrouiń a-fet sevenadur Breizh.

Ne vo ket ur bloc’had hepken eus Skol-Uhel ar Vro met “skejennet” ha gwriziennet e vo er broioł disheńvel.

2) – Arc’hant gouestlet :

Adalek 1978 e ouestl sinerien ar Garta aotren ar c’hredadoł a vo ezhomm anezho bep bloaz e-pad pemp bloaz evit kas da benn ar programm-mań war an divizoł amań dindan :

A. Aveiń a) – Lodenn ar Stad a vo 3 Milion a Lurioł bep bloaz.

b) – Lodenn an Diazezadur Foran Rannvroel a vo kevatal da hini ar Stad.

c) – Evit ar programm 1978 eo bet dalc’het an oberoł amań da-heul hag al lodenn aotreet da bep hini eus ar rannoł a vo an hini merket amań dindan : – programm da neveziń an ilizoł, ar chapelioł hag ar c’halvarioł, ha pa ne vefent ket rummet pe enskrivet zoken (ouzhpennet e vo ar sammad-se d’ar c’hredad 200.000 L aotreet evit ar programm reizh). . . . . . . . . . . . 900.000 L – Kengevredigezh Kendalc’h (sevel ha kempenn ar savadurioł e SANT-VISANT-AN-OUD) 1.000.000 L – Ajańs Teknikel Rannvroel 425.000 L – Kreizenn-rannvroel Arzoł an ti (CERAM) 250.000 L – Kredadoł studioł evit Mirva rannvroel an dańs, ar sonerezh hag ar sportoł hengounel 25.000 L hag ivez : ur c’hredad studioł 100.000 L evit krouiń Skol-Uhel ar Vro, hag ur c’hredad 300.000 L evit un ti ar vro, a vo lakaet o-daou e-kerz ar Poellgor Dileuriet evit se.

d) – Studiet e vo bep bloaz a-gevret ar programmoł a vo krouet en dazont gant ar Stad ha gant Diazezadur Foran Rannvroel Breizh.

B. Mont en-dro

a) – Lodenn ar Stad a vo 1,5 Milion bep bloaz.

b) – Gouestlań a ra ar pemp departamant – Aodoł-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, al Liger-Atlantel hag ar Mor-Bihan – reiń 1.5 Milion a Lurioł bep bloaz evit paeań dispignoł mont en-dro ar Garta.

Pep departamant a baeo e lodenn diouzh niver an dud zo o chom ennań, departamant al Liger-Atlantel a c’hallo reiń nebeutoc’h a arc’hant.

3) – Argerzhadoł aotren kredadoł evit an aveiń hag ar mont en-dro

A. Ar c’hredadoł aveiń lakaet e plas bep bloaz gant ar Stad hag an Diazezadur Foran Rannvroel, diouzh un tu, ar c’hredadoł mont en-dro lakaet e plas bep bloaz gant ar Stad hag an departamantoł, diouzh un tu all, a vez lakaet diouzh un diviz boutin, da-heul alioł Kuzul Sevenadurel Breizh.

Evit-se ez eus krouet un aozadur kuzuliań, anvet Kuzul Sevenadurel Breizh, zo 61 ezel ennań :


9 dileuriad eus an Diazezadur Foran Rannvroel, en o zouez 6 den evit ar C’huzul-rannvro ha 3 den evit ar Poellgor Armerzhel ha Kevredigezhel, – 15 dileuriad eus ar C’huzulioł-departamant, en o zouez al Liger-Atlantel, – 9 dileuriad eus tiez-kźr ouzhpenn 300.000 annezad enno, en o zouez Naoned ha Sant-Nazer, – 28 dileuriad eus an aozadurioł sevenadurel : · Prezidanted Skolioł-meur :4 sez· Skol-Uhel ar Vro : 2 sez· Kevredigezhioł Sevenadurel Breizh : 10 sez· Kevredadoł gouiziek : · 1 sez Kevredigezhioł all : – Kevredigezhioł sokiodesavadurel, Tiez ar Yaouankiz, Tiez ar Sevenadur : 6 sez- C.E.R.A.M. : 1 sez· Pennadurezhioł eus ar vuhez sevenadurel kendibabet : 4 sez

Prefed ar Rannvro, Rektor an Akademiezh, Rener Aferioł Sevenadurel ar Rannvro, Rener rannvroel FR3 hag o dileuridi a gemer perzh e labourioł ar C’huzul Sevenadurel.

Bep bloaz e ro Kuzul Sevenadurel Breizh e ali diwar-benn ar raktres da zasparzhań ar c’hredadoł aveiń ha mont en-dro. En degouezh-se e c’hall ober kinnigoł d’ar Bodadegoł rannvroel evit durc’hadurioł ar politikerezh sevenadurel e Breizh.

B. Ur Poellgor Etredepartamant ennań 9 dileuriad eus ar Stad, en o zouez ar 5 Prefed, ha 9 dileuriad eus ar C’huzulioł-departamant, en o zouez unan evit al Liger-Atlantel ha daou evit pep departamant all, a ra kinnigoł d’ar Stad ha d’ar C’huzulioł-departamant evit dasparzhań ar c’hredadoł mont en-dro degaset ganto.

Back to top