Petra eo Skol-Uhel ar Vro ?

Petra eo Skol-Uhel ar Vro ? – E 1981 e oa bet krouet Skol-Uhel ar Vro gant Kuzul-rannvro Breizh, skoazellet gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Harpań, diorren ha skignań holl arvezioł sevenadur Breizh ez eo he fal hag he labour.

17 kevrenn a ya d’ober Skol-Uhel ar Vro. En o c’hefridi emań kas war-raok ar gouzout hag ar c’hrouiń, pep hini war he zachenn resis. https://www.queenaantwerp.com/

En em vodań a reont ingal evit aozań dalc’hioł-labour, taoliadoł krenn pe gendaeloł hag embann aktaoł an devezhioł-se, harpań labour ar glaskerien, kemer perzh e raktresoł bras gant kevredigezhioł pe aozadurioł all, stagań gant dastumadoł levrioł. https://www.queenaantwerp.com/

Petra eo Skol-Uhel ar Vro ?

Skoazellań an obererezh sevenadurel ha harpań kement oberenn nevez eo, eta, kefridi Skol-Uhel ar Vro.

Setu amań kevrennoł Skol-Uhel ar Vro : · Ragistor ha henoniezh · Istor · Douaroniezh · Tudoniezh, sevenadur ha glad · Yezhoł ha yezhoniezh · Lennegezh dre skrid · Lennegezh dre gomz · Sonerezh ha korollerezh · Arz ha savouriezh · Sportoł ha c’hoarioł · Ar mor hag an dud · Relijion · Gwarez an natur hag an endro · Darempredoł etrekeltiek hag etrebroadel · Gwir hag ensavadurioł · Armerzh ha sevenadur · Yaouankiz ha deskadurezh ·

Pep hini eus ar c’hevrennoł-mań a labour war un dachenn a-ziforc’h :

· Ragistor ha henoniezh Gant ar gevrenn-mań e vez renablet ar pinvidigezhioł henoniel, adalek ar Ragistor betek ar Grennamzer. Embannet e vez disoc’h an enklaskoł e stumm un dastumad dre zanvez, anezhań ur gwir holloueziadur henoniezh.

· Istor  : En tu hont da 200 ezel, en o zouez skolveuridi, imbourc’herien hag istorourien lec’hel, a laka e boutin doareoł liesseurt da welet an istor gant an eil hag egile hag a gas war-raok enklaskoł war tachennoł zo, evel “Emgannoł an istor e Breizh”, da skouer.

· Douaroniezh : Douaroniourien hag armerzhourien a heuilh kement tra a denn d’an enklask war ar c’hudennoł a vremań hag aozań a reont “prantadoł labour war an dachenn”.

· Tudoniezh, sevenadur ha glad  : Ul lec’h emgav hep e bar eo ar gevrenn-mań evit an dudoniourien a gas war-raok imbourc’hioł a-zivout Breizh hag ar Vretoned. Ur gwir labourva eo ar gevrenn-mań evit kas imbourc’hioł da benn. Studiet e vez ivez yec’hed korfel, psikologel ha sokiologel ar Vretoned, koulz hag ar glad, ar glad skiantel, teknikel ha greantel peurgetket.

· Yezhoł ha yezhoniezh  : Arbennigourien niverus a studi a-gevret ar c’hrafoł kemplezh stag ouzh ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Diwar ar gevrenn-mań ez eo bet ganet Servij ar Brezhoneg Skol-Uhel ar Vro, zo deuet bremań da vezań Ofis ar Brezhoneg.

· Lennegezh dre skrid  : Gant ar gevrenn-mań e vez bodet skrivagnerien, embannerien ha tud dedennet gant al lennegezh dre vras, evit ober anaoudegezh gant oberenn pe buhez ur skrivagner hag evit plediń gant kudennoł a vremań an embann pe ar skignań.

· Lennegezh dre gomz  : Al liamm etre pinvidigezhioł an tremened hag ar youl zo bremań da dalvoudekaat ur sevenadur pobl bev a vez graet er gevrenn-mań. Enni e vez studiet penaos seveniń an tremen-mań diouzh ar gwellań.

· Sonerezh ha korollerezh  : Sonerien niverus a bep seurt a vez kavet e Breizh. Harpań ar c’hrouiń, pinvidikaet gant an hengoun pe get, setu pal ar gevrenn-mań.

· Arz ha savouriezh  : Gant izili ar gevrenn-mań e vez labouret evit difenn pinvidegezhioł ar savouriezh hag an arz e Breizh ha studiet penaos lakaat anavezout an oberennoł arzel.

· Sportoł ha c’hoarioł  : Lakaat anavezout ha kas war-raok sportoł ha c’hoarioł hengounel Breizh, er vro hag en estrenvro, setu labour ar gevrenn-mań.

· Ar mor hag an dud  : Arbennigourien eus holl vicherioł ar mor a studi ar c’hudennoł a denn d’an dachenn-mań, ha pa sellfent ouzh an dud, ar glad pe an armerzh.

· Relijion  : Er gevrenn-mań e vez dielfennet al liammoł zo etre ar ” fed relijiel ” ha kevredigezh Breizh a-hed an Istor, ha hiziv an deiz ivez. Labourat a reer distag diouzh nep kredenn

· Gwarez an natur hag an endro  : Bodet e vez imbourc’herien a vicher ha difennourien an endro evit kas raktresoł war-raok.

· Darempredoł etrekeltiek hag etrebroadel  : Harpet e vez kement tra a sikour kaout muioc’h a zarempred gant broioł all, keltiek pe get. Ar gevrenn-mań a gemer perzh ivez e labour kevredigezhioł evel Breizh-Iwerzhon, Breizh-Kembre. Lusket e vez ar raktres “Kreizenn etrekeltiek” gant ar gevrenn-mań dreist-holl.

· Gwir hag ensavadurioł  : Meur a ahel labour a zo d’ar gevrenn-mań : an dereadur barregezhioł nevez (kemedel, kellidsteuńvel, reolennel/lezennel) d’ar rannvroioł e Frańs hag en Europa ; adunvanidigezh Breizh (Liger-Atlantel) ; krefen gwirel a denn d’an divyezhegezh (deskadurezh, buhez foran) ; an obererezh enepgwallvrudań h.a… Kalz a vinvioł a bouez he deus krouet (korpusoł gwirel).

· Armerzh ha sevenadur  : Labourat da greńvaat al liammoł etre bed an ekonomiezh hag hini ar sevenadur (mesenerezh ; splet ar sevenadur evit an embregerezhioł hag al labour er vro ; an touristerezh sevenadurel…). Berzh he deus graet ar gevrenn-mań pa’z eus bet roet lańs d’ar sizhunvezh “Armerzh ha Sevenadur” da-geńver Gouel Erwan.

· Yaouankiz ha deskadurezh  : Kreńvaat al liammoł gant ar re yaouank, prederiań ha kas oberoł kizidikaat pedagogel peurgetket evit ar skolioł hag ar strolladoł beajourien yaouank, “kannidi” Breizh anezho. (Aozań ur valizennad pedagogel).

Pevar bodad-labour hag ur servij arbennik a zo ouzhpenn ar c’hevrennoł-mań :

· Ur servij arbennik:  :

Ti an Istor

Ti an Istor : strivań a ra, dindan levierezh ur C’huzul Skiantel an Herouezań (KSH), da sevel un diaz anaoudegezhioł ha barregezhioł evit skignań Istor ar Vro al ledanań posupl. Krog eo, da skouer, da bourchas ur renabl “Lec’hioł Koun” niverus dre Vreizh a-bezh, da vezań terket ha talvoudekaet a-zoare. Stag eo ivez da zastum “dielloł dre gomz”, o filmań tud herverk, testoł eus mare an eil brezel-bed pe eus eil hanterenn an ugentved kantved.

· Pevar bodad-labour :

Bodad-labour ar c’hleweled : Labourat a ra evit sevel ur gwir bolitikerezh war ar c’hleweled e Breizh ha skoazellań a ra ar grouerien, dreist-holl ar re a labour e brezhoneg hag e framm kevredigezhioł sevenadurel ; kinnig a ra aozań darvoudoł.

Bodad-labour ar “varzhoniezh” : E bal eo skoazellań kevrenn al Lennegezh dre skrid da dalvoudekaat gwelloc’h ar varzhoniezh.

Bodad-labour ar “c’hehentiń” : Dre brederiań hag ober, e harp Skol-Uhel ar Vro da vrudań mat hec’h obererezhioł ha da liesaat darempredoł stank ha strujus dre Vreizh a-bezh.

Bodad-labour “Glad an denelezh” : Ar bodad-mań a ginnig ma vefe renablet lod eus al lec’hiennoł naturel ha savadurioł dispar zo e Breizh gant an UNESCO evel “lec’hioł meur ar bed” .

Meur a levr pe meur a sturlevr tematek a vez embannet bep bloaz gant Sko-Uhel ar Vro, pe e vefe da-heul labour he c’hevrennoł pe ne vefe ket, ha skignań a ra teir c’helaouenn : :

Sterenn : kelouenn hollek ha dodennek Skol-Uhel ar Vro.

Lizher’Minig : kelaouenn diabarzh Skol-Uhel ar Vro : kavout a reer enni roll obererezhioł Skol-Uhel ar Vro, dre ar munud, ha reiń a ra un alberz eus ar vuhez sevenadurel.

Back to top