Etimologiezh ar ger “Erminig”

 Etimologiezh ar ger “Erminig” – Pa glasker er geriadurioù etimologiezh ar ger gallek “marmotte” (moregan), e lenner peurliesañ e teu eus un drouzadell. “Marmotte” eo al loen zo boas da “marmotter”, da lavaret eo grozmolat, soroc’hal… Ouzhpenn-se e reer Murmeltier eus al loen-se en alamaneg : ger-ha-ger al loen (Tier) a c’hrozmol (murmeln). Ne vimp ket rekouret gant ar yezhoù all peogwir o deus amprestet ar ger gallek : marmotta en italianeg, marmota e spagnoleg, marmot e saozneg.

Etimologiezh ar ger "Erminig"

Ha koulskoude ne c’hrozmol ket ar moreganed, c’hwitellat ne lavaran ket ! Ne reont ket mmm… mmm… met sssss… sssss… ! Ha Kebekiz a ra « siffleux » eus al loened-se gant gwir abeg ! Adstummet fall eo bet ar ger alamanek Murmeltier gant lavar ar bobl. Dont a ra an anv-se eus an henalamaneg uhel muremunto, eus an hevelep orin ha murmont e romañcheg ha gerioù all eus ar memes kerentiad e rannyezhoù alamanek Suis. Eus al latin murem montis (en dro-damall) e teu ar gerioù-se. idn play

E latin e reer mus montis eus al loen dudius-se : logodenn ar menez. Ar memes orin indezeuropek zo d’al latin mus (tro-c’henel : muris) ha d’ar saozneg mouse. E latin e reer mons eus ar menez (tro-c’henel : montis), eleze ar ger gallek « mont ». Evit anavezout emdroadur un anv latin ez eo dav kemer furm an anv en dro-damall ha lemel an dibenn-ger (mur-, mont-). Stank-kenañ eo implij ar mus-se : da skouer, an erminig zo ul logodenn eus Armenia : Mus armenia. taruhan bola and americandreamdrivein.com