Skol-Uhel ar Vro hag al Liger-Atlantel

Skol-Uhel ar Vro hag al Liger-Atlantel – Skol-Uhel ar Vro zo gwriziennet mat el Liger-Atlantel, gant ouzhpenn kant ezel anezhi oberiant enni.

Evit Skol-Uhel ar Vro, zo al Liger-Atlantel ezel-saver anezhi gant Kuzul-rannvro Breizh, ez eo stag meizad an diriegezh ouzh hini ar sevenadur.

Neuze n’eo ket reizh tamm ebet an disrann diboell a oa bet graet gant gouarnamant Vichy e 1941 hag a oa bet lakaet da badout war-lerc’h an Dieubidigezh. Graet ez eus bet, a-hend-all, sontadegoù niverus taol-ha-taol hag diskouezet-mat eo bet ganto e sant an darn vrasañ eus an dud zo o chom el Liger-Atlantel ez int Breizhiz penn-kil-ha-troad : evit respont d’ar c’hoant diskouezet evel-se e oa bet votet gant Kuzul-rannvro Breizh, koulz ha gant departamant al Liger-Atlantel, ur mennad sklaer ha splann e miz Mezheven 2001 evit adstagañ an departamant. idnpoker

Skol-Uhel ar Vro hag al Liger-Atlantel

Ma vefe adunanet Breizh e teufe da vezañ ar 4e rannvro e Frañs (7vet hiziv) hag an 19vet rannvro en Europa diwar 211 (32vet en deiz a hiziv) a-fet KDK (Kenderc’h Diabarzh Kriz). Gwelet a reer mat evel-se ez eo ar ‘C’hornôg bras’ un hunvre dispis ha direizh graet evit distrujañ hon unded hag hon identelezh, ha ne zegas netra diouzh ur savboent ekonomikel. benchwarmerscoffee

Skoulmet ez eus bet liammoù strizh gant ar c’hevredigezhioù pouezusañ evel Bretagne Plus (un nozvezh divizout a vez kenaozet ganti bep bloaz e Tour Breizh), an ajañs sevenadurel vreizhek Morvan Lebesque, Gouel Anna Vreizh, Gouel Erwan, hag evel-just ar strollad “Breizh Unvan” (bet CUAB). A-gevret gant “Breizh Unvan”, Kuzul Sevenadurel Breizh ha Skol-Uhel ar Vro e oa bet aozet manifestadeg vras an 30 a viz Mezheven 2001 evit adunaniñ Breizh. premiumbola

E miz Meurzh/Ebrel 2001 e oa bet kenaozet ar saloñs “Breizh hag he sevenadurioù” gant Skol-Uhel ar Vro e La Beaujoire. Kinniget e oa bet ganti meur a brezegenn diwar-benn an istor ha degemeret he doa naontek kevredigezh, a bled gant ar sevenadur hag ar glad, dezho da ginnig o obererezhioù. www.benchwarmerscoffee.com

E 2003 e oa bet aozet daou gendiviz etrediskiblezh a bouez en departamant :

E Gwenrann, d’an 18 a viz Here “An traezh, ar mor, an heol ha dispac’h al labour-douar er Vro Wenn” : pal ar c’hendiviz-se a oa prederiañ war diorren an touristerezh ha war emdreiñ ar micherioù hengounel war an aod (an holenaerezh peurgetket) en XIXvet hag en XXvet kantved. Evit se he doa kenlabouret Skol-Uhel ar Vro gant al lise Galilée eus Gwenrann, Kevelouri silinoù Gwenrann ha gant Douar an Holen.

Evit kaout programm klok ar c’hendiviz, klikit amañ

Sant-Nazer, 29 a viz Du “Al liammoù etre chanterioù-listri Aber al Liger hag Aber ar stêr gCluaidh”. Gant John Scott, eus Grianaig war ribl aber ar gCluaidh e Bro-Skos, e oa bet roet harp evit sevel chanterioù listri Penc’hoed. E-pad ar c’henviviz liesdiskiblezh etre kevrennoù Skol-Uhel ar Vro e oa bet graet prezegennoù gant skolveuridi, arbennigourien war al lestrsaverezh ha testoù ha/pe istorourien. Da-geñver an devezh-se e oa bet gweladennet ar chanterioù, filmoù a oa bet bannet gant Gwarez Filmoù Breizh hag un diskouezadeg a oa bet kinniget ivez. Laouen e oamp bet o tegemer Ronald Warwick, komandant ar mordreizher Quenn Mary II, hag e wreg, pa oant deuet da gemer perzh er c’hendiviz-se a oa bet aozet e kenlabour gant Ekomirdi Sant-Nazer hag ekomirdioù skosat.

Evit kaout programm klok ar c’hendiviz, klikit amañ


Kinniget e vo terkañ Daou “Gounlec’h” el Liger-Atlantel erfin (panellerezh, da gentañ-penn) : Krugell Disignag ha Forn-raz Ervoreg. Krog omp da gaout darempredoù da vat evit se gant kevelerien zo.